Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Gwenn-Ael

30/05/2007 GMT 1

E-kreiz ar goañv

gwenn-ael @ 21:38
nenuphars.jpgE-KREIZ AR GOAÑV
 
 
Sellit ouzh ar strollad paotred
O vont kuit eus karter Penc’hoed !
 
En o zouez, Moyon, bet e lod
Gant e zevezhiad war an aod
 
Setu eñ en e di bremañ,
Un ti-soul m’eo mat bevañ
 
Hag ar micherour da wiskañ
e zilhad-chase ar c’haerañ
 
Eürusat gwaz e-kreiz ar goañv
O kas sioul war-raok e vag skañv !
 
 
 
Hiziv ez eus avel yen-du
O c’hwezhañ difonn er vro zu
 
Er geunioù ne glever mui trouz 
Nemet yer-dour gant o glabous
 
En oabl koumoulek, un houad gouez
O tistreiñ d’ar Chaoser Nevez,
 
E Sant-Andrev-an-Doureier,
Kêrig bleuniet-kaer er Briver
 
Eürusat houad e-kreiz ar goañv
O tont sioul en oabl war e nañv !
 
 
 
Peder houadez, en ur poull-dour,
O kanañ ur werz a vouezh flour
 
An ozac’h yaouank didrubuilh,
A garg daou denn en e fuzuilh
 
E giez-chase tanav he fri,
En e gichen, zo war api
 
Hag eñ kuzh-mat er gorzeg c’hlas
Da lazhañ-mik an houad-korz bras
 
Eürusat gwaz e-kreiz ar goañv
O kas sioul war-raok e vag skañv !

Gwenn-Ael ar C'helleg
d’an 31 a viz Eost 2006

22/05/2007 GMT 1

Karantez dre bostel

gwenn-ael @ 18:44
KARANTEZ DRE BOSTEL
 
 
Bizskrivañ un nebeud bommoù
War bajenn wenn e bosteler
Stummañ ganto korf ul lizher
E-ser kemmeskañ ar gerioù
Sinañ e traoñ e damm testenn
Ha kas ar postel karantez
D’ur mignon kozh (pe d’ur fulenn)
Zo pell-pell en e zigenvez
E-ser mousc’hoarzhin
 
Gwell eo karantez leun e bosteler
Eget viruzoù ur wech an amzer
 

Gwenn-Ael ar C'helleg
25 a viz Mae 2006

20/05/2007 GMT 1

Dizoleiñ

gwenn-ael @ 10:46

Salud deoc'h, ar re vras hag ar re vunut
Plijet-bras on bet o tizoleiñ nireblog, ur benveg nevez e servij ar Vrezhonegerien hag ar brezhoneg. Setu perak em eus divizet krouiñ ma blog din-me. Ned in ket pelloc'h ganti hiziv rak brav eo amzer. Gwir bater eo, ne ra glav, selaouit al laboused o richanañ en ur rostañ em liorzh ! Ken ar wech all war ma nireblog !

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust