Gwenn-Ael http://gwenn-ael.nireblog.com Tue, 30 Jun 2009 20:11:42 +0100 Gwenn-Ael http://files.nireblog.com/blogs/gwenn-ael/gravatar.gif http://gwenn-ael.nireblog.com http://nireblog.com E-kreiz ar goañv http://gwenn-ael.nireblog.com/post/2007/05/30/e-kreiz-ar-goanv http://gwenn-ael.nireblog.com/post/2007/05/30/e-kreiz-ar-goanv nenuphars.jpgE-KREIZ AR GOAÑV
 
 
Sellit ouzh ar strollad paotred
O vont kuit eus karter Penc’hoed !
 
En o zouez, Moyon, bet e lod
Gant e zevezhiad war an aod
 
Setu eñ en e di bremañ,
Un ti-soul m’eo mat bevañ
 
Hag ar micherour da wiskañ
e zilhad-chase ar c’haerañ
 
Eürusat gwaz e-kreiz ar goañv
O kas sioul war-raok e vag skañv !
 
 
 
Hiziv ez eus avel yen-du
O c’hwezhañ difonn er vro zu
 
Er geunioù ne glever mui trouz 
Nemet yer-dour gant o glabous
 
En oabl koumoulek, un houad gouez
O tistreiñ d’ar Chaoser Nevez,
 
E Sant-Andrev-an-Doureier,
Kêrig bleuniet-kaer er Briver
 
Eürusat houad e-kreiz ar goañv
O tont sioul en oabl war e nañv !
 
 
 
Peder houadez, en ur poull-dour,
O kanañ ur werz a vouezh flour
 
An ozac’h yaouank didrubuilh,
A garg daou denn en e fuzuilh
 
E giez-chase tanav he fri,
En e gichen, zo war api
 
Hag eñ kuzh-mat er gorzeg c’hlas
Da lazhañ-mik an houad-korz bras
 
Eürusat gwaz e-kreiz ar goañv
O kas sioul war-raok e vag skañv !

Gwenn-Ael ar C'helleg
d’an 31 a viz Eost 2006

Comments

]]>
Wed, 30 May 2007 21:38:47 +0100
Karantez dre bostel http://gwenn-ael.nireblog.com/post/2007/05/22/karantez-dre-bostel http://gwenn-ael.nireblog.com/post/2007/05/22/karantez-dre-bostel KARANTEZ DRE BOSTEL
 
 
Bizskrivañ un nebeud bommoù
War bajenn wenn e bosteler
Stummañ ganto korf ul lizher
E-ser kemmeskañ ar gerioù
Sinañ e traoñ e damm testenn
Ha kas ar postel karantez
D’ur mignon kozh (pe d’ur fulenn)
Zo pell-pell en e zigenvez
E-ser mousc’hoarzhin
 
Gwell eo karantez leun e bosteler
Eget viruzoù ur wech an amzer
 

Gwenn-Ael ar C'helleg
25 a viz Mae 2006

Comments

]]>
Tue, 22 May 2007 18:44:35 +0100
Dizoleiñ http://gwenn-ael.nireblog.com/post/2007/05/20/dizolein http://gwenn-ael.nireblog.com/post/2007/05/20/dizolein Salud deoc'h, ar re vras hag ar re vunut
Plijet-bras on bet o tizoleiñ nireblog, ur benveg nevez e servij ar Vrezhonegerien hag ar brezhoneg. Setu perak em eus divizet krouiñ ma blog din-me. Ned in ket pelloc'h ganti hiziv rak brav eo amzer. Gwir bater eo, ne ra glav, selaouit al laboused o richanañ en ur rostañ em liorzh ! Ken ar wech all war ma nireblog !

Comments

]]>
Sun, 20 May 2007 10:46:21 +0100